ræsoniou pere a dle ar re-ma da adori, eb clasq ho c’hompren.
Ma ne dle qet un ene neglijant ha clouar en em c’hortos da larguentes Jesus, un ene fidel ha fervant na dle qet ive beza fachet na gaout occasion da zisques da Jesus e servich anezan abalamour dezan e-unan, ha non pas abalamour d’e faveuriou.
Na gredit qet eta e veac’h rebutet gant Doue, pa na santit nemet dic’hout en e servich ; mæs grit neuse fidelamant evit plijout dezan, ar pes a rajac’h ma cavjac’h gout en e servich.
Ar feis a dosta ac’hanomp guelloc’h varzu Doue eguet na ra ar santimanchou naturel.
Ar c’horf a glasq atao e eas, memes e servich Doue ; ar c’horf a ra d’an den clasq qentoc’h e gontantamant eguet Doue hac e c’hloar, arauc pep tra.
Eur bouet sec’h a zo creoc’h evit an ene hac evit ar c’horf, eguet n’en deo eur bouet boug ha delicat.
Va mab, ne glasqit qet Jesus abalamour d’e viraclou. Clasqit Jesus abalamour da Jesus hac e cafot Jesus, ha pa n’er zantfac’h qet clasqit ebqen, va mab, clasqit plijout da Jesus.
M’ar teuït a ben da blijout dezan, oc’h eus cavet ar bonheur clasqet ha tanveat gant ar Sænt.