Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
imitation ar verc’hes vari.


Ar stad a sec’hor a so eur stad pehini a ell ho renta santel, m’ar goesit profita anezan, o respont da zessin Doue varnoc’h.

Dessin Doue, pa ho talc’h er stad-se, a so ho lacàt da non pas en em glasq oc’h-unan, ha da ober evidoc’h eur bonheur hac eur merit eus e volontez vad.

Eur veach oc’h eus da ober ; daou hent a so en ho tisposition, unan var behini e cavot da efa e caz a sec’het, un all var behini ne gavot qet.

O vont dre behini ho pe ar muia merit ? Va mab, sclær eo ar respont : ar sec’hor spirituel a rent an den parfætoc’h, pa ouar e supporti gant humilite.

Ar Servicher.

Indign a bep consolation, me en em soumet, ô Guerc’hes santel ! var ar poent-ma, evel var ar rest, d’an oll volonteziou eus ar Mæstr divin.

Mar ro din gout ha consolation, ra vezo binniguet ; mar permet e ven er sec’hor, ra vezo ive binniguet.

Ne c’houlennan qen consolation nemet an hini da veza fidel atao-dezan.

Eürus en em estiman da velet va c’halon privet a bep consolation, a bep satisfaction, evit heulia ar pes a blijo da galon Jesus, va Doue eürus e vezin оc’h ober vа dever eb