Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
imitation ar verc’hes vari.

portit anezan gant patiantet evit effaci ho tefautou, mæs n’en em zigouragit qet.

Mar oc’h eus lec’h da gredi e zeo ar stad-se a brivation eur bunition roët deoc’h gant Doue, en em gorrigit. Ma ne bermet Doue ar sec’hor, an dic’hout-se nemet evit oc’h amprouf, grit eus ar stad-se eur sujet a verit, dre ho resination da brovidanç Doue.

Ar froues eus a eur gommunion vad nen deo qet necesseramant ar c’hout a gaver evit ar gommunion memes. Ar froues a dleomp da denna anezi, a so ar fidelite d’hon deveriou a gristenien.

Eur galon a ell beza tout-a-fæt ha sinceramant da Zoue, peguement benac ne gafe gout sensibl ebet en traou spirituel.

Cals a eneou pere a vale gant ferveur en hent eus ar berfection, a so amprouvet dre sec’horiou en oræson ha memes pa dostaont oc’h ar banqet sacr.

Santout gout evit ar vertus, evit an exerciçou christen, nen deo qet necesser evit beza mad gant Doue ha beza veritablamant vertuzus.

Leac’h a ves memes avechou da gaout aon na en em abandonfe an ene d’ar faveuriou sansipl-se.

Jesus, pried divin an eneou, a voar ar pes a gonven dezo. Da zarn e ro douçderiou ha consolationou pere ne ro qet da re-all ; evit