Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
imitation ar verc’hes vari.

plissa enni ar myster eus an incarnation annoncet dezi eus о pers.

Roït din eur feis cren, universel, eb douetanç, eb exception ebet. Doueti ne qet credi.

Mancout da gredi un articl, a zo beza heritiq hac en em zaoni, evel pa na gretfet netra eus ar pez oc’h eus lavaret.

Roït din ur feis accompagnuneqeat gant ar garantes, evit ma vevin herves ma credan.

Ne c’houlennan qet ar feis extraordinal pehini e deus great d’ar Sænt ober miraclou, mæs goulen a ran diganeoc’h, va Doue, ar feis pehini e deus rentet anezo Sænt. Guerc’hes, goulennit-hi din.




CHABIST XVII.
Ardeur, desir bras eus un ene da receo Jesus er gommunion.


Mari.

Va mab, ar myster pehini a deuit da gonsideri, a ell c’hoas fournisse deoc’h reflexionou e pere ne zongit qet.

Ar Servicher.

Pliget ganeoc’h va instrui hoc’h-unan, rouanes an èn. Parlantit, ho servicher ho chelaou.