Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
levr i. chab. xvi.


Doue hac en a ve Doue, ma c’helfemp guelet sclær, anaout mad e oll berfectionou ?

Credi ar pes ne vel qet an daoulagad, credi ar pes ne gompren qet ar speret, a zo renta un henor parfæt d’ar viriones souveren a Zoue.

Ne qet dre va sclêrigen, ô va Doue ! mæs dre ho sclerigen-c’hui, e fell din barn an traou.

Ne c’houlennit qet ebqen diganen sacrifiç va c’halon, mæs c’hoas hini va speret dre ar feiz.

Esperout a ran erruout en èn, e leac’h ma ho quelin faç-a-faç. Mæs en èn memes ne gomprenin jamæs antieramant ho perfectionou hac oc’h œuvrou, abalamour ma viot atao infinit, ha ma vezin eur speret crouet hac infinimant berroc’h eguet oc’h hini.

Me gred, va Doue, qement oc’h eus revelet din ; me a gred eb er c’homрren, abalamour ne allit na trompla den, na beza tromplet oc’h-unan, eb cessi da veza Doue.

Me a gred,[1] va Doue, mæs crevaït va nebeut a feis. Cresqit[2] ennon ar feis.

Ne allit qet revus din an donæson eus ar feis, pehini a zo sourcen an oll donæsonou mar he goulennan evel ma zeo dleet. He goulen a ran digueneoc’h dre intercession ar Verc’hes-se, pehini dre soumission ha dre verit he feis a velas[3] oc’h en em accom-

(a) Matt. 2З. (b) Luc. 7. 5. (c) Luc. 1. 45.

  1. Matt. 2З.
  2. Luc. 7. 5.
  3. Luc. 1. 45.