Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
imitation ar verc’hes vari.

soumet da ræson da virioneziou pere a zo dreist da sclêrigen : ne glasq qet compren parfæt ar mysteriou a bropos did ar feis.

Mar ho c’homprenfes, ne vent mui mysteriou. Aoualc’h eo did gouzout e zint guir.

A ne alfes en effet nemet beza persuadet eus o guiriones, mar consideres ar feis pehini ho desq did gant an oll garacteriou, an oll desteniou, dre bere int bet recevet gant ar bed universel.

Incomprenabl int ar mysteriou eus or religion, guir eo, mæs ar feis a golfe he merit, ma c’halge ræson an den, o explica.

Eürus[1] ar re n’o deus qet guelet hac о deus credet.

A zalec ar stered betec ar viana fleuren, peb tra a zo evidout mysteriou. Ar mysteriou naturel-se, n’o c’homprenes qet, hac e falfe did compren mysteriou Doue.

Diræson eo an hini a falfe dezan guelet sclær myster an dreindet, dre exempl, pa ne gompren qet aoualc’h an traou a erru var an douar. Dre exempl, penaus e teu eur c’hreunen da vervel en douar ha da brodui goude eur blouzen hac eur pen-id.

Arabat eo pretanti e tlefe speret an den compren an œuvrou burzudus a oll-c’halloud un Doue incomprenabl bac infinit eu e berfectionou.

(a). Joan. 20 29.

  1. Joan. 20 29.