Mont d’an endalc’had

Pajenn:Imitation ar Verc’hes Vari.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
levr i. chab. xvii.


Mari.

Arauc ma recevis bizit an Arc’hæl, em boa alies suppliet an evou, dre exempl an dud just a Israël, d’en em gonvertissa en eur c’hlizen douç ha da lacât da zisqen var an douar Jesus, ar just dre excelanç. Mæs n’em bige quet credet sonjal e vigen ar Verc’hes-se, pehini a roge d’ar bed e Salver.

Pa ouen assuret e zoan gouscoude choazet evit beza he vam, oc’h en em humilia er guel eus an dignite divin se, ô va mab ! a bebes santimanchou a religion e oue penetret va ene ! Pebes joa a zantis o possedi va Doue ennon.

Ar memes Doue pehini a brijas en em unissa qen parfæt ganèn dre e incarnation, a zezir, va mab, en em unissa ganeoc’h dre ar gommunion.

Mæs c’hui oc’h eus nebeut a ardeur d’e receo. Na chelaouit qet an digareziou a fournis deoc’h ho tidalloudegues hac un humilite faus, evit en em bellaat dioc’h an daul santel.

Digarezi a rit ar spont hac ar respet. Mæs ar spont hac ar respet a dle obeissa d’ar garantes, hac a dle ebqen e renta attantifoc’h hac eveziantoc’h.

En em bellaat dioc’h ar gommunion dre respet, a so priva Jesus eus ar blijadur en deus da chom ganeoc’h. An desir en deus da veza en ho calon a lennit e levr ar pro-