Ar c’hlanvour a hirvout, an oll en abandon,
A lèz doueou zo noazus da Vabylon.
C’hoas ar guêr idolatr en em guev henoret
Gant un divinite lubric, ampoezonet :
Ar graguez dizordren, infidel, hep henor,
Deiz gouel an doueez hep mez en em decor
Eus an ornamanchou pinvidic, eclatant,
Brodet, passamantet en aour hac en arc’hant,
Ha neuze vit surpren, deceo pe charmi
Calon ar galantet hac an dremenidi,
E reont en dro dê, gant calz eus a lorganç,
Dêvi parfumou rar hac ar pura ezanç ;
A rubanou fleuriet e formont eur chaden
Evit en em delc’hel assambles a vanden
Da vont d’an heur merqet, pa glêvont ar signal,
D’an Templ d’en em disqeuz, da yudal, da vragal.
An estranjour a deu gant ast evit guelet
Ar vanden impur-ze eus a fumelezet ;
Eno, var daillerou trompus, qer caer stlipet,
E pourmen e lagad lubric hac egaret,
Ha goude beza choazet en e ziscretion
Objet e voal dezir d’e vrutal passion,