An objet-ze effrontet, e lec’h goela dourec,
Demeus e c’honzortez a zispriz ar guenet.
Ennes, Hebreanet, eo an henor affrus
A rentont, deiz he gouel, d’an doueez Venus.
Hac én a so possubl demeus ar galonou
Ober ar sacrifiç da guen vil doueou ?
Mar greont aon d’an nep a zo control deze,
Eo rac ma zeo spontic nep a grën diraze :
N’en dint eta netra nemet guevier, allas !
Errol ha tromplerez e zint bet a viscoas.
Eur fantazi gadal o laca var an tron,
Eun all, en eun istant, o rent en abandon ;
O gloar, o disprizanç en em heuill pen da ben,
Hervez ma teu d’an dud calz pe nebeut ambren,
An astrou merveillus, an eol brillant, al loar,
A zo mat hac util d’an den var an douar,
Ha nonpas doueou dall, ha bouzar, ha mud,
Nemet d’en em drompla ne zervichont d’an dud.
En nozveziou teval, al loar a sclêrijen,
An eol a form an deiz gant e rayonou guen ;
An avel furius, pa c’hoez e zoufledou,
A zisqeus peguer bras eo Mestr ar c’hurunou ;