Da veza bet heuillet lezennou detestapl
Fals-doueou tromplus qen vil, qen disprizabl.
Penaos, a lavaro pepini eus anê,
Eun devez a zeuyo, ni ta zo bet ar re,
Hon deveus hon-unan roet an exemplou.
Da heuill an idolou, da zevel dê templou ?
Allas ! ne zeus enne nep merq a zantimant :
A vein pe goat int grêt, a aour pe a arc’hant,
Effejou trist un art, pe deus ar follentez,
N’o deus gant ar C’hrouer nep hevelediguez :
Hac int o deus erfin hon rentet-ni mestrou
Var ar bed en antier, curunet hor pennou ?
Allas ! ne dleomp mui beza tam estonet
Eus hon affliction, hor maleur tremenet,
Rac int zo bet qiriec d’hon oll adversite ;
Int o deveus tennet varnomp coler Doue.
O ! ni so bet tromplet !… Cetu pez discourziou
A zalc’hfont, en eur scuill eur rivier a zaelou.
Victimou ar gueyer, bêleyen execrabl,
Pell e tromplet-u c’hoas ho mestrou respectabl ?
Ar C’haldeen memes a ra goab aneze,
Bep moment e vlasfem an Doueou vil-ze.