Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 94 ]


Hac int a rent justic, hac a zeu da venji
Ar rouantelezou vexet dre jalouzi ?
Hac int o deus mouguet an tan-goal e neb lec’h ;
Na lamet ar paour-qèz eus a zindan e vec’h ?
Hac int a ro sicour d’ar minor glac’haret,
D’an intanvez he goaz, ha d’ar goaz e bried ?
Delivret o deus-int biscoas an artizan ;
A c’hrif ar pinvidic, mab hena da Satan ?
Hac int a rent james d’an dud dall ar guelet,
D’ar mab e dad maro, d’an tade vab caret ?
Jujit eus o gallout : en instant ma veler
Sqeud an enemiet er c’hanton, er c’hartier,
Ar vêleyen spontet hac effarouchet oll
A guemer pront an tec’h gant o doueou foll.
Hac int a ve sujet, an doueou ven-ze,
D’ar seurt accidantou trist, faohus evite,
Ma c’halfent gant ur zell, evel an Eternel,
Var ar bobl agressour lanci toliou mortel,
Ha gant eun tarz curun, messajer eus e c’hloar,
Ober dezàn retorn en calon an douar ?
Ar bed oll estonet, princet ha rouane,
A vezo regretant en goelet o ene