Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 93 ]


Ministret ! offr a rêr d’an doueou vil-ze,
Qig, ha rost, ha bêro ; pebez indignite !
Da biou e virit-u hevelep offrançou ?
Allas ! tud maleurus ! insansibl ous clêmou
An intanvezet paour, hac ar minoret qèz,
En o miret d’ober fest en ho tieguez.
N’en deo qet ar peinter, e vicher, e speret
A forch an doueou ; mes piou benac o fed.
Ar re eus an Egypt hac int a ve qer bras,
Ma n’en em brosternfet pelloc’h dirac o faç ?
Hac int o deus morse reglet ar fortuniou,
Ar bloaz nac ar sêzon, ar miziou, an deiziou ?
Hac int o deus biscoas e nep fêçon rentet
Nac an drouc nac ar mad o deve recevet ?
Hac int a ell lemel pe laqat var an tron,
Hervez o bolontez, en o discretion ?
An Eternel hepqen en deveus ar pouvoar
Da zevel eur roue, p’otramant d’en discar.
Me guev hanval o sceptr demeus eur gos-qeyel :
Hac int a ell ampech an den paour da vervel ?
Hac int a ell ordren d’ar gliz, d’ar glao coeza
Var goure an douar evit e ranima ?