Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 78 ]


Allas ! ô tud ingrat, cruel hac inhumen,
Criminelloc’h e voac’h eguet hor bourrevien,
Ouz hon abandoni d’o furor diremet
En eur vro detestapl, en peini bepret
Ne brezantet dirac hor zell, hon diouscouarn
Nemet al liou, an drouz eus an dir, au houarn…
Clasq a remp hor bevanç er vro dezolant-se,
En eur voëla dourec var hon adversite ;
Ha dindan an toliou redoublet ha sanglant,
Nemet cavet bara ne glasqemp seulamant :
Mes, chanç funest ! el lec’h ma clasqemp ar vuez,
Allas ! e roet deomp ar maro didruez !…
An naon hac ar zec’het, ar famin devorant
A voenv hon entraillou, hor c’halon languissant,
A rent hor c’horf evel chiminal an ifern,
Hac a lèz a verniou var ar zabl hon esqern…
Mes, ô pebes eston ! en creiz hor famillou
Me vel ec’h outrajer hor merc’het, bor mamou :
O zrec’hourien infam, caledet er pec’het,
Ouz o dizenori ne reont van ebet
O clêvet o c’hlêmou hac o c’hriadennou ;
Goab a reont memes demeus o fedennou.