Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 79 ]


Hor Bêleyen, oc’h offr o homach da Zoue,
A zant, goas eguedomp, o c’hounnar didrue ;
O zâliou leun a voad a c’houl beza venjet:
Tenn venjanç evite, va Doue benniguet !
Foueldr ar monstrou fier, qemer da gurunou
Enep hon tirantet, lanç-e var o fennou.
Penaos ! an dud cruel, hep dont da respecti
Al lezen naturel, a zeu da vassacri
Hep conscianç ebet, betec hon Rouane !
Ha c’hoas, ô crim eûzus !… souillet o deus ive
Objet da garantez, ar yaouanqis êmabl
Eus a Jerusalem… Ah ! fortun detestabl !
Hor Princet accablet dre’r rusta labouriou,
En em greve dindan ar bonnera bec’hiou.
Hon tud côz n’en dint mui hor cheffou respectabl,
Conseillourien prudant, barnerien eqitabl ;
Hon diacret captif, crignet gant ar chagrin,
N’en daint mui da gana an ofiçou divin,
En concert an hymnou, carguet a veuleudi,
En hor goueliou publiq a deue d’hor charmi,
An êriou sublim-ze, canticou ravissant,
En henor hac en gloar Crouer ar firmamant