P’otramant ar maro prontamant d’o laza.
Hon tud côz a bec’has, ha ne maint pelloc’h…
O goal exempl en eus hon rentet ni goassoc’h
Ha muyoc’h debordet eguet na voa-int c’hoas,
Ha bremâ ni zo seul ar victimou, siouas,
Eus o direglamant hac eus o zotizou ;
Ni zoug ar boan a voa dleet d’o fec’hejou.
Penos ! hac hor guelo an artizanet-se
Eus hor poanniou cruel hac hor c’halamite,
Goechal hor sujedet, mes hor mestrou bremà,
Hor guelo, me’n lavar, da viqen o plega
Dindan ar bouez barbar demeus o fuissanç,
Hac o touguen ar bec’h horrupl eus o venjanç ?
Hac e vomp dilezet ?… Ah ! mignonet traitour,
Penos ec’h ellit-u refuz deomp ho sicour !
Perac, da viana, n’en doc’h-u bet sansipl
D’hor c’hlêmou truezus, d’hor poanniou qen terribl !
Goude qen alies a zervich signalet,
A vadelez o poa eus hor peurz recevet,
Ne voac’h-u qet coupabl, infidel, didrue,
D’hon lezel a zindan an dorn hon oprime ?