Mont d’an endalc’had

Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 76 ]


Hon oll vad, hon danvez, ar froüez eus hon labour
Zo êt eus hon douar en daouarn estranjour ;
Errant ha vagabon, ha bepret dindan dec’h,
Hep appui na souten, na refuch e nep lec’h,
Da biou cavet recours ? Hon tadou zo captif :
Abeurs hor mamou sempl, hor bugale chetif,
Na ellomp esperout, en hor brassa danjer,
Nemet eur zouten vên hac eur zicour dister.
Hon adversour, dija c’hoezet a vanite
O velet e driomf hac hon adversite
En deus discaret oll qeuneud hor forestou,
Hac o guerz deomp bremâ euz pouez hon dinerou.
Er c’hantoniou rust-se, pervien guèz ma zomp bet,
Peguen qer e paejomp an dour hon eus evet !
Gant pebes dizesper, evel pa vijemp foll,
E treinjomp hon houarn en prezanç ar bed oll !
Tortet dindan ar bec’h, ha pel demeus hor bro,
Ar famin a voa prest da rei deomp ar maro.
Hor bugale, mouguet gant glac’har hac anqen,
A goeze maro-mic ouz treid an drec’hourien :
Beuzet en o daelou, e c’houlennent bara,