Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 68 ]


A scuille, hep scrupul, goad pur hon tadou côs :
Ho crimou zo qiriec ma zomp mestroniet ;
Carga rêc’h ho poutou, vel eur bobl insanset,
Eus a c’hoad inoçant, peini gant outrach
A scuilljoc’h oc’h-unan en horrol hoc’h arrach.
Ar bobl hac ar zoudard, ar bêleg, an diacr
A guemer prest an tec’h ous ho quelet qen acr.
Guelet a rejoc’h c’hoas hon tirantet neuze,
Testou eus hon incres, o laret entreze :
E zomp victorius var hon adversourien ;
O Doue galloudus ne deu mui d’o difen :
An abus o deus grêt eus e vadelezou
O rent bremâ victim demeus e venjançou ;
Ne dolo davantach e zellou deboner
Var ar bobl caledet a strincas an Auter
Dindan e dreid profan, ha pennou respectabl,
Ar vêleyen honest, vertuzus, venerabl,
Ar bobl-ze qen cruel, ma poignard e vibien,
Hac an dud côs re zempl evit en em difen.
Allas ! allas ! cetu penaos e tiscourent ;
O reprochou fier nemeur n’hor sicourent ;
Demeus a sclêrijen hon daoulagad serret,