A voa dall, p’otramant ne glasqent qet guelet :
En vên e c’hesperjomp asistanç Pharaon ;
Ar C’haldeen hor dompt en e gonfuzion ;
Ha neuze c’hoezet oll gant orgouill ha courach,
E retorn en hor c’hêr d’e laqat en carnach.
Goude qement a boan, pervien Hebreanet,
Ha c’houi ell esperout beza goell fortunet ?
Allas ! va broys qèz ! hoc’h esperanç zo vên,
Ho finvez a dosta, n’ouffac’h qet he asten :
Perissa renqit oll, chanç cruel ha garo !
Ne chom ganêc’h nemet ar vez hac ar maro.
Hon oppressour dija, mestr var hor c’hampagnou,
Hon heuill hac hon attrap var beg hor montagnou ;
Hanval en e zemarch eus eun dour debordet
Ouz an êgl, an avel, ar foueldr hac al luc’het,
P’otramant d’eur c’haro, coachet en dezertchou ;
En deus d’hor bugale stignet calz a laçou :
An oll a renq cedi d’e furor diremet ;
Ne veler en Sion nemet crim ha pec’het :
Scòet en deus hon tad, hor mignon, hon Roue
Hep aon hac hep respet evit imach Doue.
Ha possubl ve penaos, evit hon dizurzou,