A zevoras Sion betec he fondamant :
An oll rouanet-ze, dre’r bed universel,
Pere ne gredent qet ober deomp ar brezel,
Pere, pa brononcent an hano seulamant
Demeus a Israël, gant spont ha nec’hamant,
A grene pa vouient penaos Israël
A voa soutenet mat gant da vrec’h eternel.
A boan e credont c’hoaz e ve coezet Sion :
En hevelep dizurz, qen bras confuzion,
Hac en defe gallet ar bobl eus ar Galdee,
Ober deomp e-unan tec’hel a ziraze ;
E ve deut aben da ranversi gant ur zell
Hon dorojou coëor, hor muraillou huel ;
Hac enfin e ve deut o zroupou hep niver
Dreist hon rampart imanç evel dour eur rivier
Da laqat en Canaan da redec ar marvien,
Hac eur môr eus a voad en kêr Jerusalem.
C’houi ta, fals-profetet, effrontet hac hardi,
Expliqerien fidel eus al lezen impi,
Ha c’houi, bêleyen lous ha profanatourien
Eus an Templ, an Auter, hac eus ar guir Lezen,
E lec’h trugarecât eun Doue deiz ha nôs,