Mont d’an endalc’had

Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 6 ]

traillou, ha va c’halon zo rannet en eur stourm etrezec an douar, en eur velet ar vugale baour, c’hoas o tena, o coeza maro var ar blacennou public.

An amzer gôz e deveus nebeut a voerziou admiraploc’h ha qer capabl da inspira ar zantimant. Beza int, evit guir, langach eur galoun mantret gant ar glac’har.

Passeomp da ziou reflexion, pere a vezo util d’an dud a gar hac a respet ar Relijion. 1°. Hirvoudou Jeremi n’en em rapportont qet hepqen da ruin Jerusalem, dindan Nabuchodonosor, ha da gaptivite ar Judevien e kêr Babylon, beza o deveus un eil objet hac hon interes muioc’h, dre ma zeo bet punission ar c’hrim horrubl commetet gant ar Judevien a enep hor Zalver Jesus-Christ. An Ilis, pa ra lenn, en tri devez diveza eus ar Zizun Zantel, an Hirvoudou eus ar Profet-mâ, var maleuriou Jerusalem, a zeblant hon avertissa penos pec’hejou ar Judevien, dindan o diveza rouanet, hac ar venjanç a dennas Doue anezo, ne voant