Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Disclaration.
————
Eur satisfaction douç meurbet eo evit eur
galon sansipl da zont da labourat var Jeremi,
ar Scrivaigner-se qer leun a onction hac a
zantimant. Evellen eo en despeign S. Ignaç a
Antioch : » Beza en devoa, emezàn, an
denerra carantez evit e vam-bro ; nos-deiz e
voële stanc ha drus ar maleuriou digoezet
varnezi, hac e pede hep-cess hor Zalver da
zont d’o arrêti. « Hervez S. Jerom, en devoa
eur galon an denerra hac ar garantezussa.
Hon daoulagad, a grie-én gant glac’har, o
deveus scuillet daëlou stanq, en eur velet ruin
merc’h va fobl… Va lagad en deveus casi
lamet diguenén va buez, dre forç da voëla
var maleuriou merc’het Jerusalem… Eun
troubl horrupl en deveus sêzisset va an-