nemet eur sqeud dister eus dallidiguez ha fulor ar synagog a enep e Zalver, hac eus ar valediction a zo coezet var ar bobl-se, seiz bloas ha trêgont goude maro Jesus-Christ.
2°. Hirvoudou Jeremi a offr da vugale Doue eur feunteun fournus a ziscadurez hac a gonsolation. Eno e tisqer e pez fêçon e tleomp hirvoudi, evit tenna varnomp truez ha mizericord un Doue. Lavaromp eta gantàn : Doue a zo just, rac en em revoltet omp a eneb e urzou. Maleur deomp, abalamour d’hor pec’hejou ; mes ma en em afflijomp gantàn, o velet ar maleuriou en eus tennet hor pec’hejou varnomp, en em gonsolomp dre ar sclêrijen a bresant deomp ar feiz, ha bezomp assuret n’en deo qet uzet madelez Doue en hon andret ; ha ma en deus hon afflijet, en devezo ivez truez ha compassion ouzomp hervez e vadelez ordinal.