Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 16 ]


Da Cheffou, da Brincet, memes da Rouanez,
Droulivet, languissant, a finis o buez
E creiz o stajou bras, gant mui eus a vizer
Eguet na zouffr ar paour, an disterra merzer.
Ar re ne varvont qet, discaret eus o zron,
A heuill, gant calz a vez, ar char a Vabylon.
Allas ! Jerusalem, ma pije selaouet
Ar voez hac avizou qenlies a Brofet
O devoa suscitet es faveur an Ênvou,
Nac a dristidiguez, a c’hlac’har, a ganvou
A poa-te evitet, d’ar c’houlz a ma hailles
Dilezel an errol ha da zallidiguez !…
Hoguen he prastoni lachamant morgousqet,
Evit da vrasa mez n’en dout bet difunet
Eus da gousq letarjiq nemet just d’an amzer
Ne vouies mui tec’hel rac da ruin antier.
Evit beza bepret triomfant er gombat,
E credes suffisant observi ar Sabat.
Rac-se surmontet out gant da adversourien,
Disprizet eus o fers en peb antretien.
Te da-unan eta zo bet occasion,
Dre da grimou euzus, da tezolation,