Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/17

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 17 ]


Ha da veza rentet oll da zoudardet paour
Errant ha vagabont etouez an estranjour.
Ar vech-mâ, ô Sion oud dign eus a drue :
Ne c’heus mui a lezen, ne c’heus mui a Zoue.
Hep auter, na bêleg, hep na mestr, na barner,
Hep templ hac hep victim, hep chef na gouarner,
Da habitantet qèz, chasseet eus o bro,
Ne vevont mui nemet er sqüer eus ar maro :
O memprou zo gourdet, ha bloncet o c’horfou
Dindan ar bec’h pounner demeus o chadennou.
O c’hri dizesperant, o c’hlemmou languissant,
A fournis eus o fers eur breuven puissant ;
Eun desteni certen a valeur ar brezel
O fresant en spectacl d’ar bed universel.
Crioc’h eo da galon eguet an diamant,
Mar dout c’hoas insansibl d’eur maleur qer touchant,
Mes, Sion, e lec’h blam eur rigueur lejitim,
A vel bian he foan a broportion d’e c’hrim.
Gouscoude me vel c’hoas o redec an daelou :
Ha livret e vezo-hi da gruelloc’h tolliou ?
He lagad malvennet a ziscuel ar goler,