Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 14 ]


Allas ! nemedi mui an amzer qen eurus :
A fleur e curunont o fennou glorius.
Mes evit enori satan ha tud ar bed,
Hac an Templ adorabl o deus dizenoret,
Ar pec’het ne chom qet eb e bunission ;
Da droupou dizordren hac en confusion
A beziou zo taillet, o cheffou masacret,
o Frincet distrujet, o Roue didronet,
An touriou discaret, o muriou cren a blad,
O c’hêr, o zempl zantel en gouli, tan ha goad :
Ar maro didruez e deus-int endramet
Evel e fin an eost m’ac’h endramer an ed.
Oll goalinier Doue zo coezet var o fen,
An dour hac an ouarn, an tan hac ar vocen :
Ia, bian ha bras int perisset erfin
Dindan ar c’hurunou, gant arrach ha famin.
Pa vel da voerc’hezet eun distruch qen digar,
E tifframmont o blêo, e poqont d’an douar ;
Ar Vêleyen, staguet eus treid an Arc’h santel,
A zeu d’en em livra d’eun anqen eternel :
Victimes da-unan eus eun destin barbar,
Eo peb deiz evidout eur sujet a c’hlac’har.