Mont d’an endalc’had

Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 13 ]


Ha te gred e c’heus c’hoas eur mignon qer hepqen
A guement a garfe qemer lod ec’h anqen ?
Nan, nan : da vignonet, ingrat hac infidel
Zo bremâ da vrassa adversourien cruel ;
Bourrevien execrabl eus da vugale guèz,
Goude beza pillet o oll finvidiguez,
O deus o chasseet evel an ærouant,
Hep gallout-possedi nep sort contantamant.
Me a meus o goelet o quitaat o bro,
Hac en vèn oc’h essat tec’hel eus ar maro ;
Allas ! surprenet int gant o adversourien,
Hac e renqont mervel pe bea esclavourien.
Trista spectacl, Sion, dign eus da huanad,
En em brezant hirio dirac da zaoulagad !
Creuzet eo da ziouchot gant eur môr a zaelou,
O velet qen dezert rentet da ravenchou ;
Ravenchou plën, pere qent a gonsiderez,
Gant eul lagad carguet a laouenidiguez,
O velet Israël o vont a vandennou
Deiz ar solanite d’ober o fedennou,
Ha d’ezanci gant pomp an Auteriou santel,
En henor hac en gloar an Tad universel.