Pajenn:Hirvoudou ar Profet Jeremi - Ledan, 1823.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[ 12 ]


An tan hac ar gurun, al luc’het a bep tu,
Da reduiza ar bobl en pouldr hac en ludu ;
Ia, piou a gredje vijes bet eur veach
Chadennet, captivet, treinet en esclavach ?
An ênvou coleret en deus tennet venjanç,
Allas ! maleuruzes, demeus da insolanç.
Mar boas qent redoutet gant an enemiet,
Ha da vagnifiçanç gant an oll anviet ;
Mar boa ar rouanet soumetet d’ac’h urzou,
Ma na voa den exant da heuill da lezennou,
O ! pebes chenchamant estranch hac effroyabl !
Cetu te reduizet en eur stad pitoyabl.
Mar boes qent adoret evel eur rouanes,
Out bremà dilezet evel un intanvez
Accablet a vizer hac a vinoret paour,
Leusqet var ar pave, hep nac arc’hant nac aour :
Enfin, qent e tougues ar septr en da zaouarn,
Hap e tougues bremâ var da dreid an houarn…
Chanchet eo da sclerder en un objet qen du
Hac ur gouabr en moguet aziouz eur bern ludu.
Beuzet ont en daelou, allas ! kêr mizerabl !
Da zourcen a c’hlac’har n’e deo qet epuizabl.