Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
Pedennou diouz an nôz.


O Jesus-Christ, map unic da Zoue,
O Jesus-Christ, map d’ar Verc’hes ive !
Guerc’hes Vari, d’ar Jesus mam guirion ,
Roït d’omp, m’ar [sic] plij, ho penediction.

Nos cum prole piâ benedicat Virga Maria.

R[a] [1] zisqueno ha ra chomo bepret
Benediction Doue oll-galloudec,
An Tad, ar Map hac ar Speret Santel,
Varnomp, d’hor c’haç d’ar repos eternel.
Evellen bezet grêt

Benedictio Dei omnipotentis, Patris, et Filii, et Spiritûs Sancti descendat super nos, et maneat semper. Amen.



INSTRUCTION EVIT AN OFEREN.

Hor Salver a institlias an Oferen pa instituas ivez ar sacramant adorabl eus he gorf hac he c’hoad precius dindan ar speçou a vara hac a vin, er goan diveza pehini a reas gant he zisquibien nos quent he bassion ; hac e lavaras expressamant dezo ha d’an oll beleien en ho fersonaj celebri alies ar sacrifiç-mâ en memor eus ar sacrific pehini ma’z eo d’he ofr evidomp en he bassion hac he varo. Evelse an Oferen a so galvet ur memor hac ur represantation dîn eus a varo ha passion hor Salver, penini a zeu da ofr ha da nevezi bemdez var an auter dre zaouarn ar belec ar memes sacrifiS a offras ur veich epquen var ar groas evit silvidiguez ar re veo hac ar re varo. Hac en effet, an actionou a ra ar belec en Oferen a represant un action benoac eus a bassion hor Salver, couls ha ma teu he viscamant ha quement a servij dezan ous an auter da represanti un dra bennac ivez eus ar pez a servijas er bassion divin-se, evel ma vellot expliquet amâ var-lerc’h.

Un devotion eta an agreabla d’hor Salver benniguet en Oferen eo sonjal erfat er mysteriou eus he bassion

  1. Moullet: ro.