Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
Instruction evit an Oferen.


epad ar sacrifiç divin-mâ, pehini eo an action ar santela hac an importanta eus hon reiigion. Mæs evel ma eo sujet speret an den da gals a zistractionou, [h]a ma teu eaz d’en em degouti ha d’en em enoui oc’h en em servijout ato eus ar memes exerciç hac eus a ur memes pratic a zevotion, abalamour da se ouspen ar fæçon devot da glevet an Oferen, pehini a gueffot en levr an Exerciçou eus ar Vuez Christen [1], e iequeer deoc’h en heuriou-mâ teir fæçon all pe dri exerciç, pere so ive profitabl meurbet hac a zisquez penaus e teu peb action ha peb articl eus an Oferen da represanti peb action ha peb articl ivez eus a bassion hor Salver, o fournissa goude-se ur reflexion hac ur bedennic devot conform da beb hini eus an articlou-se.

Ne ouffet quet rei deoc’h re a voyennou evit ober erfat un œuvr pehini so quer profitabl d’ho silvidiguez evel ma’z eo clevet an Oferen gant devotion, hervez an desteni eus ar c’honcil a Drant [2] hac eus a catechismou ar c’honcil-se [3], pehini a lavar penaus ne d’ê quet hepquen ar sacrifiç mâ un tensor a binvidiguez celestiel eus a behini mar greomp un usaij mad, e teuomp d’en em renta dîn eus ar c’hraç hac ar garantez a Zoue ; mæs ouspen ez eus ennâ ur certen vertus particulier dre pehini ec’h ellomp anaout ha recompansi en ur fæçon bennac ar vadelez hac al liberalite infinit en deveus Doue en hon andret. Hac evit guir, eme ar memes autor, mar plije quement da Zoue ar sacrifiçou eus al lesen ancien, peguen dister bennac oant, ma lavar ar Scritur penaus ho receo evel ur c’houez agreabl ha delicius, peguen agreabl e tle beza dezan ar sacrifiç divin-mâ, mar en ofrer eguiz ma ê dleet ? Pebez graçou na dleomp-ni quet da esperout diouz ur sacrifiç eleac’h ma vez immolet hac ofret an hini a ziouc’h pehini e oue clevet aben diveich ur vouez eus an eê o coms er fæçon-mâ : He-mâ eo va Map muia-caret pe en hini em eus lequeet va oll affection. Ret eo’ta, eme ar c’hatekismou-mâ,

  1. [Charlez ar Brizh, An exerciçou eus ar vuez christen eleac’h ma tisquezer an dispositionou hac ar speret interieur... Emb. 1añ : 1714.]
  2. [Canones et decreta sacrosancti œcumenici et generalis Concilii Tridentini... (1564), Sess. XXII.]
  3. [Catechismus ex decreto Concilii Tridentini ad Parochos... (1566), lib. II, cap. 4.]