Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
Pedennou diouz an nôz.
en em lequeomp er memes stad ma carremp beza caffet en heur ar maro.

En deveus grêt hor Salver benniguet,
Queit ha m’e bet o veva er bed-mâ ;
Me ofr ive va c’housquet d’hoc’h bremâ.

Ne unquàm obdormiam in morte.

Ho pet truez ouzin, o va Doue!
Plijet gueneoc’h beilla var va ene;
Me ho supli, n’am list quet da gousquet
Biquen jamæs en maro ar pec’het.
Pa na d’oun sur da veza beo varc’hoaz,
D’hoc’h, va Jesus, en em adressan c’hoaz,
Oc’h en em ofr eus a greis va c’halon,
D’ho volontez da zispos ac’hanon.

In manus tuas, Domine, commendo spiritum meum. Redemisti me, Domine, Deus veritatis.

Me recommand va ene paour bepret
En ho taouarn, Autrou, Salver ar bed,
Pa’z ê guenôc’h oun bet prenet ivez
Dre ho coat sacr, Doue a virionez.

Maria, mater gratiæ, mater misericordiæ, tu nos ab hoste protege, et horâ mortis suscipe.

Santes Mari, so leun a garantez,
O mam a c’hraç, o mam a drugarez !
An adversour chasseit divar hon tro,
Hon recevit en heur eus ho maro.

Gloria tibi, Domine, qui natus es de Virgine, cum Patre et Sancto Spiritu in sempiterna sæcula. Amen.

Gloar d’hoc’h, Autrou, eil ferson a Dreindet,
Pehini so gant ar Verc’hes ganet ;
Bezet d’ho Tad ha d’ar Speret Santel
Ar memes gloar bac ur gloar eternel.