Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
Cantic var an Angelus.


d’an eil, da drugarecât Doue teir gueich en deiz eus ar mad infinit en deus gret deomp o tigaç he Vap unic er beb-mâ, d’en em incarni evit hor prena ; d’an drede, da bidi Doue d’ar poenchou-se ma plijo gantâ operi enomp an effet eus ar myster-mâ oc’h ober deomp erruout er c’hloar eus ar vuez eternel, dre ar meritou eus a bassion hac a varo he Vap en em grêt den evidomtp ; d’ar pevare, da gaout memor eus ar pez e deveus grêt ar Verc’hes Vari er myster bras-mâ ; d’ar pempet, da invoqui ar Verc’hes sacr-se, ma obteno deomp digant he map Jesus-Christ, ar graçou pere eo ar frôez eus he incarnation, hac e fell d’an Ilis en em adressemp dezi evellen da beb poent lies a zanjer, ma emaomp eus hor silvidiguez da bep mare. Rac-se ne dleomp quet mancout da lavaret an Angelus en intantion ma e bet instituet, evel hon eus expliquet bremâ, non pas dre accustumanç heb devotion ebet, evel a ra an darn vuia, mæs gant attantion ha gant respet, o sonjal petra reomp, hac oc’h en em lacat d’an daoulin d’he lavaret, nemet da sul, hac adalec Pasq bete dissul an Dreindet, ma tleer he lavaret a sao, o veza destinet an amser-se da enori ar resurrection eus hor Salver pehini a savas eus ar bez d’ar poent se, pe da hini a custum an Ilis evit ar memes raeson pidi Doue a-sâ. Induljançou bras a so evit lavaret an Angelus, evel m’ho hon eus expliquet en lêvr ar rosera [1].


CANTIC VAR AN ANGELUS DOMINI, etc.
En ur fæçon all [2]. Var ton, ar Verc’hes sacr, mam da Zoue.

UN Arc’hel a bers an Autrou
A zisquennas eus an êvou,
D’annonç da Vari oa choaset
Evit mam da Salver ar bed.
Me ho salud, Mari, etc.
Hac e respontas ar Verc’hes,

V/. Angelus Domini nuntiavit Mariæ.

R/. Et concepit de Spiritu Sancto.

Ave, Maria, etc.

  1. [Instruction var an excellanç, ar froez, an indulgeançou bras hac an deveryou ar vreuriez ar Rosera... dresset... gant an Ao. Bris... ; emb. 1añ: Kemper, 1722 (?).]
  2. [Gw. p. 34.]