Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
Graçou goude ar repas.


R/. Amen.

V/. Benedicamus Domino.

R/.Deo gratias.

V/. Animæ omnium fidelium defunctorum per misericordiam Dei requiescant in pace.

R/. Amen.

V/. Et nos vivamus et requiescamus semper in pace.

R/. Amen.

V/. Beata viscera Mariæ Virginis quæ portaverunt æterni Patris Filium.

R/. Et beata ubera quae lactaverunt Christum Dominum.

Eus a guement graç ha faver
A rit bepret en hor c’henver. bis.
R/. Evelse bezet grêt.
V/. Ni ho ped dre no trugarez,
Da sellet ivez a druez bis.
Ouz an oll anaon fidel,
Ma’z aïnt d’ar repos eternel. bis.
R/. Evelse bezet grêt.
V/. Ha grit ma vevimp en peoc^h,
Gant hon nessa couls ha gueneoc’h, bis.
Evit roa’z aïmp d’ho parados
Er peoc’h eternel d’a [sic] repos. bis.
R/. Evelse bezet grêt.
V/. Eûrus eo an antraillou dîn
Eus ar Verc’hes ar vam divin. bis.
Ho deus douguet ar Map santel
A Zoue an tad eternel. bis.
R/. Eûrus e c’hoas ar poui calon
Ha mil gueich eûrus an zivron bis.
Ha deus roet ul lez an dîna
D’hon Autrou Jesus da zena. bis.



instruction evit an angelus domini.

AN Angelus a eller da lavaret en fin graçou goude coan, en fin ar pedennou diouz ar mintin, hac en fin a repas greisdez. Custum oar d’he lavaret teir gueich en deiz en enor d’an tri myster principal eus hon redemption, pere eo ar c’hinivelez, ar maro hac ar resurrection eus hor Salver, hac a so comprenet ho zin er myster bras eus an incarnation. Un usaij devot eo’ta instiruet gant an Ilis, pehini a laca seni he c’hleier d’an Angelus diouz mintin, da greisdeis ha dious an nôz, evit avertissa he bugale ar gristenien fidel da guenta, da gonsacri d’ar beden ar gommançamant ; ar c’hreis hac an echuamant eus ho devez ;