rantez pur hac ardant en andret Doue, goude pehini he diguemeras en he assomtion glorius en eê, eleac’h ma he greas rouanes d’an Ælez ha d’an dud hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h digant ar Speret Santel ive un assomtion eus ho speret hac eus ho calon etrese an eê, ma raï deoc’h sevel continuelamant ho sonjesonou, hoc’h affectionou hac ho tesirou varzu an eürusdet eternel.
D’ar pevare, eus he c’h[u]runamant [1] en eê, oc’h he beza curunet eno gant ur pomp, ur manifiçanç hac ur c’hloar inconcevabl en creis an assamble eus an oll gourtisanet celestiel, en calite a rouanes hac a impalaëres var ar bed universel, hac etablisset an alvocades evit ar bec’herien dirac Doue, ar gonsolatrices d’ar re afflijet, hac an dispensatrices eus an oll densor a c’hraçou Doue ; hac e c’houlennot outhi ma plijo ganti ober deoc’h santout an effet hac ar profit eus an oll galiteou excellant-se e deveus recevet, hac obteni deoc’h er fin ur maro santel diouz an exempl eus he hini.
Hac evit goulen ouz ar Verc’hes sacr ma obteno deoc’h digant ar Speret Santel ar peder seurt donæson-ma, hac en memor eus ar peder brivilej-ma e deus recevet diganta, e leverrot en enor dezi en calite a bried dîn deza, ar peder Ave, Maria varlerc’h an drede Pater-se pehini ho pezo lavaret en enor d’ar Speret Santel.
Pa na ellac’h quet derc’hel memor eus an traou-ma oll o lavaret ar chapelet bian-ma eus a gurunen ar Verc’hes, ne dleit quet evit quement-se lesel hep he lavaret, ar merit ho pezo na mui na meas oc’h he offr d’an tri ferson adorabl eus an Dreindet ha d’ar Verc’hes sacr er memes intantion-ma eguis ma ho goar Doue hac ar Verc’hes.
Curunen ar Verc’hes quen chapelet quen a ofiç a so un devotion approuvet mad. Sant Charles en he instruction d’ar gonfessoret a recommand dezo disqui d’ho fenirantet ar fæson da recita devotamant
- ↑ Moullet : c’heuru-.