ganta ar vagadurez eus hoc’h ene, pehini eo he gorf sacr hac he oad precius.
D’an trede, da veza ma en deveus-hi bet great ar rejantes hac ar c’houarneres eus he vuez endra edo en minorite ; hac e c’houlennot outhi ma her pedo ive d’ho couarn ha d’ho possedi antieramant.
D’ar pevare, d’he beza bet rentet compagnunez dezan en oll drevel eus he vuez hac eus he varo ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive diganta ar c[’]hraç [1] da anduri gant patiantet diouz an exempl anezi, quement a blijo gant Doue da rei deoc’h dn souffr.
Evit goulen eta ouz ar Verc’hes ma obteno deoc’h digant he Map ar peder seurt graçou-ma, hac en memor eus ar peder brivilej-ma e deveus recevet diganta, e leverrot en enor dezi, en calite a vam deza ar peder Ave, Maria, varlerc’h an eil Pater-se pehini ho pezo lavaret en enor d’ar Map.
An drede Pater noster a leverrot en enor d’ar Speret-Santel, an trede ferson eus an Dreindet, evit he trugarecaat eus ar peder stereden-all ha privilej, hac eus an donæsonou excellant en deveus bet accordet d’he bried chast ar Verc’hes Vari, da c’houzout eo :
Da guenta, d’he beza rentet mam ha guerc’hes assambles ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h diganta ur soumission barfet hac ur resination antier d’an urz ba d’ar volontez a Zoue, evel e deoue-hi pa lavaras d’an Æl : Eccè ancilla Domini, chetu ama servijeres an Autrou, etc.
D’an eil, da veza ma en deveus bet grêt he zemeuranç enni evel en he dempl sacr ; hac e c’houlennot outi ma obteno deoc’h ar c’hraç da veza ive un templ d’ar Speret Santel, eleac’h ma raï he zemeuranç actuel ha perpetuel, oc’h ho conservi bepret en stad a c’hraç.
D’an drede, eus he maro santel hac eürus pehini a erruas ganti dre un effort ar brassa eus he c’ha-
- ↑ Moullet : chraç.