Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/676

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
656
Chapelet ar Gurunen eus ar Verc’hes.

ar chapelet, ar gurunen hac an ofiç eus ar Verc’hes, hac ar seiz salm eus ar binijen pere so ama diaraoc.

Er formuler eus an induljançou accordet gant hon tadou santel ar babet Innoçant ha Clemant unnecvet, etc. da nep a zoug chapeledou, croasiou ha medalennou benniguet ha privilejiet, hervez an decret eus a Alexandr VII er c’huec’hvet a C’huevrer 1657, er formuler-se, a lavaran, e veler recommandet ive curunen ar Verc’hes, daoust pe o lavaret ar chapelet anezi, evel ma em eus en desquet deoc’h brema souden ; pe o lavaret an ofiç eus ar memes curunen, evel ma em eus en lequeet deoc’h en commançamant al levr ma. Chetu ama an articl eus ar formuler-se evit ar gurunen, hac evit devotionou-all pere a gueffot en heuriou-ma.

Nep a vezo custum, da viana ur veich er sizun, da lavaret ar gurunen, pe ar rosera, pe an ofiç bian eus ar Verc’hes, pe offiç pe gousperou an Anaon ; pe ar seiz salm eus ar binijen gant litaniou ar sænt hac ar pedennou so valerc’h, a c’hounezo d’an deizio-ma ho lavaro, cant devez a induljançou ouspen ar re en deveus accordet ar pab eürus Pii V evit ar memes devotion-se. Comsou all lavaret Formuler int, eleac’h ma ajouter c’hoaz an articlou-ma.

Piou-bennac, pa son ar c’hloc’h diouz ar mintin, da greisdeiz ha diouz an nôz, a lavaro an Angelus Domini, etc., pe, ma n’he goar quet, a la-varo da viana ur Paier gant teir Ave’. ha toudememes pa sono glas evit Anaon, nep a lavaro neuse an De profundis, pe, ma n’he goar quet, ur Pater hac un Ave, e c’hounezo ive cant devez a induljançou.

Piou-bennac a examino be gonsianç gant ur guir regret d’he bec’hejou ha gant ur propos ferm d’en em amanti, hac a lavaro devotamant teir Pater hac Ave en enor d’an Dreindet, pe autramant pemp Pater ha pemp Ave, en enor d’ar pemp gouli eus hon