Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/631

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
611
Ar seiz Salm à Binijen.

mui en gallout da satisfia evitho ho-unan nemet dre an tân.

Hoguen pa leverrot ar seiz Salm evit an Anaon. eus ar purcator, en peb Salm, eleac’h ar Gloria Patri, ec’h ajoutot ar c’houpl-ma.

Accordit d’an anaon fidel,
Ma Doue, ar repos eternel,
Ha cacit-hi d’ar sclerijen
Evit ho quelet da viquen.

Requiem æternam dona eis, Domine, et lux perpetua luceat eis.

Pa rancontrot er Salmou-ma certen andrejou pere ne ellot quet da gompren, adorit Doue hac en em humiliit, oc’h anaout hoc’h ignoranç, hac ho pêt neuse ar memes intention en devoa ar roue penitant David pa ho frononças dre inspiration Doue.


AR SEIZ SALM EUS A BlNIJEN.
Recommandation.

N’ho pêt quet, va Doue, a sonj eus hon offançou.

Antiphona.

Ne reminiscaris, Domine, delicta nostra.

Ar Recommandation pehini ne reer ama nemet he c’hommanç, a gueffot het-a-het en fin ar Salm diveza tu-ma varlerc’h.


ar c’henta salm a binijen.
Var an ear : ouzoc’h, va Doue, me gofessa.

Er S[a]lm-ma [1] e tescomp, o veza troublet hac afflijet gant hor pec’hejou, en em recommandi da Zoue evel un den clan d’he vedecin pehini a zifer he iac’haat ; oc’h huanada hac o vouela en presanç Doue pehini a gleo alafin ouz hor peden hac ouz hor gouelvan, hac a ro deomp ur guir fizianç da veza dilivret ganta diouz an oll adversourien eus hor silvidiguez.

Psalm. 6.

MA Doue, n’am reprenit quet
D’ar poent ma viot courroucet ;
Na exercit quet em c’hêver

DOmine, ne in furore tuo arguas me : neque in irâ tuâ corripias me.

  1. Moullet : selm.