Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/630

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
610
Ar seiz Salm a Binijen.

calon ar roue David penitant, pa ho c’homposas dre inspiration Doue evit servijout d’ar benitantet-all couls ha deza he-unan.

Er commançamant hac er fin eus ar seiz Salm e ra deomp an Ilis lavaret an Antifonen pe ar Recommandation-ma : Ne reminiscaris, Domine, delicta nostra vel parentum nostrorum, neque vindictam sumas de peccatis nostris ; da lavaret eo (Autrou Doue, n’ho pêt quet a vemor eus hon offançou, nac eus a re hon tud, na dennit quet a venjanç eus hor pechejou) ; hac oc’h ober deomp lavaret eus hon offançou, ha non pas va offangou, e ro deomp da entent penaus e tleomp dre ar seiz Salm-ma pidi Doue da bardoni d’ar re all ho fec’hejou couls ha deomp hon-unan, hervez ma hon oblij ar garantez a dleomp da gaout an eil re evit hon hentez ac’hanomp. Ar c’hustum hac ar pratic da recita ive ar seiz Salm a Binijen evit an Anaon eus ar purcator, a so ancien bras.

Rac-se’ta, pa ho leverrot, adressit-hi da Zoue, non pas epquen evidoc’h hoc’h-unan, mæs evit ar re-all quen beo quen maro, persuadet ma tleit beza penaus, o pidi evit ar re-all, na lammit netra divar ho coust na d’he rentet deoc’h en doubl. Hoguen dreist peb-tra offrit-hi evit bo querent, ispicial evit ar re ma hoc’h eus recevet ar vuez diganto, evit quement-se eo e ra an Ilis mention expres anezo er recommandation-ma : Ne reminiscaris, Domine, etc. (Autrou Doue, na zalc’hit quet a vemor eus hor pec’hejou nac eus a bec’hejou hon tadou hac hor mamou) ; hac ar charite pehini hon rent interesset ive en quenver hon nessa, a c’houlen ma quemerremp cals mui interest evit ar re ma hon eus ar muia union ive ganto hervez ar goad. Roomp dezo eta lod eus an daëlou a raï deomp ar speret a binijen da squilla evit obteni dezo, pe ar c’hraç da vouela ho fec’hejou, mar d’emaïnt c’hoaz en buez, pe ar remission eus ar poaniou ho deveus meritet dreizo, mar d’int eat eus ar bed-ma, pa na d’emaïnt