santel-ma d’ar bobl. Quement meuleudi a ouffer da ober anezo, a ve dister meurbet en comparæson d’an hini a veritont.
An Ilis santel a laca len ar seiz Salm-ma er ceremoni eus an absolven pehini a vez roet d’ar benitantet public ha d’ar re iscumunuguet, hac en afflictionou dreist-ordinal ; ha peb guener epad ar c’hoaraïs e custum ive ho recita, evit pellaat goaligner Doue divoar ar bobl, hac evit apesi he goler ; dreizo’ta e fell d’an Ilis calmi coler Doue.
Quement-se oll a zisquez deomp erfat ho deveus ar seiz Salm ur vertus particulier evit ar binijen, hac ez int langaij ar bec’herien pere ho deveus ur guir dezir d’en em reconcilia ouz Doue, pehini o fallout dezan ober trugarez en ho andret, a zesq dezo er salmou-ma pe en fæçon e tleont he goulen outan.
Ar seiz Salm a Pinijen, eme un escop santel, eo tensor ar benitantet, hac a servij dezo da vodrier, da gleze, da gre, da refuij, da instruction, da gonsolation, da vagadur, da remed ha da rei dezo ar vuez. Livirit-hi eta devota ma ellot ha liessa ma ellot, particulieramant pa dostaot ouz ar sacramant a binijen pe a gonfession, hac en amseriou santel eus an Azvent, eus ar C’hoaraïs hac eus ar C’hotuerou, pere oll a so poenchou destinet d’ar binijen gant hor mam santel an Ilis. Profitabl bras e ve deoc’h ho lavaret so-quen ur veich er sizun, mar ho pe amser, ispicial mar hoc’h eus offanset Doue cals hac en fæçoniou dreist-ordinal, evit ma reot ive ur binijen dreist-ordinal bennac, ha ma lequeot ho poan d’en em reconcilia ganta erfad dre ar Salmou santel-ma, diouz an exempl eus ar benitantet vras David ha sant Augustin. He-ma oc’h anaout erfat peguer vertuzus int evit obteni ar pardon digant Doue, a eureu o lacât deza ec’hars e vele pa edo en he glenvet marvel, hac ho recitas bete an halanad diveza gant un abondanç a huanadou hac a zaëlou, pere a zisqueze erfat edo he galon er memes santimanchou ma edo