Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
Oræsonouigou evit peb occasion.


A raïmp hed hor oll buez,
C’houi pehini a ren
Hac a vev bep finvez.
Evellen bezet grêt.

 


CANTIC VAR ORAESONOUIGOU

Devot, galvet gant sant Frances de Sales er Vuez devot ive oræsonou jaculator, evit en em accustumi da sevel alies hor c’halon etrese Doue, da viana en occasionou ordinal pere a erru epad an deiz adalec ar mintin bete an nôz, hac a ve mad ho disgui dindan evor, evit lalavaret d’ar poent ma ê merquet a-ziouch peb-hini anezo : beza e c’haller ho chana ive var an ton : un Arc’hel a-berz an Autrou.

VA Doue, me ro deoc’h va c’halon,
Roït d’in ho crac hac ho pardon,
Hirio ha queit ha ma vevin,
Ho servija humbl a fell d’in. Am.

Oræson da lavaret pa zihuner d’ar mintin.

Evel ma savsoc’h eus ho pez,
Va Jesus, grit ma teuin ivez
Da sevel pront eus ar pec’het
Ha pell dioutan da dec’het. Am.

Oraeson pa saver eus ar guele.

Va Doue, me visq va dillad,
Evel Adam hor c’henta tad,
Gant queuz ha regret d’am pec’het
Pini en deus ma zivisquet.
Ma guisquit eus an den nevez,
Me lavar eus ar santelez
A Jesus-Christ ho Map divin,
A dioutan grit rna vevin.
Eleac’h dillad pere a us,
Roït d’in, me ho ped, va Jesus,
Eveus ho cloar ar viscamant,
A bado eternellamant. Amen.

Oræson pa vezer oc’h en em visca.

Evit ho cloar, o va Doue !
Ha silvidiguez va ene,

Oræson abarz peb occasion.