Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
Oræsonouigou evit peb occasion.
 

Me ia da ober an œuvr-mâ ;
Mæs roït ho craç d’in da guenta.
En hano an Tad, hac ar Map,
Hac ar Speret-Santel. Amen.

Oræson goude peb action.

Va Doue, ra viot meulet
D’am beza en œuvr asistet,
Mar oun displijet deoc’h enni,
Ho suplian d’am pardoni. Am.

Oraeson abarz mont e nep leac’h.

Jesus, cunduit va c’hamejou,
Ma hoc’h heuliin em oll henchou,
Ma diouallit bete’r maro,
Ma’z inn gueneoc’h goude d’am bro.

Oræson goude distrei d’ar guear.

Jesus, ra viot benniguet,
D’am beza dre hoc’h Æl miret,
Quen em sorti, quen em distro,
Hac er plaçou m’oun bet enno.

Oræson abarz en em antreteni gant den.

Va Doue,n’am dilesit quet,
Da lavaret na da glevet
Netra enep ho volontez,
Ha grit ma comsin gant furnez.

Oræson goude an antretien.

Pardonit d’in an oll fautou
Am eus commetet, va Autrou,
En antretien am eus bet,
Mar em eus enni faziet. Amen.

Oræson pa vezer en danjer da bec’hi.

Jesus, deut prest d’am asistâ,
Rac me-unan ne allan netra;
Va Salver quer, va dilivrit;
Guerc’hes Vari,va sicourit. Am.

Oræson pa vezer en ur boan bennac.

Jesus, roït patiantet d’in,
En quement drouc a stourm ouzin,
En union d’hoc’h anqueniou
Ez offran deoc’h va oll boaniou.

Pa veler re all oc’h offansi Doue.

O va Jesus, ni so ingrad
En hoc’h andret, ha c’houi quêr mad
Pa hoc’h eus evidomp gonsavet [sic]