O Veza labouret evidoc’h, va Doue,
E teuan da reposi bremâ en hoc’h ive ;
Pe me a labouro, pe me a ehano,
Evit plijout d’ec’h-hu e fel d’in ve ato.
Rac desirout a ran na chomin birviquen
Epad va oll buez ur momet epmuiquen
Hep en em occupi evit ho carantez,
Nac hep continui d’ober ho volontez.
Me ho trugareca eus a guement sicour
Hoc’h eus roet d’in bremâ da oberva labour,
Hac a c’houlen pardon mar em eus offanset
Enna ho majeste, o va muia caret.
Quement a ell beza a vad em oll œuvrou
A zeu diguenec’h-hu, m’en ansao, va Autrou ;
Er c’hontrol, quement so a zrouc er pez a ran,
Ne zeu nemet epquen diguenê ma-unant
Ra viot da viquen un Doue en tri ferson
Gant ho crouadurien, meulet en peb fæçon,
Bezet var an douar evel en eê ato,
Peb tra evit ho cloar hac evit hoc’h hano. Amen.
ACtiones nostras, quæsumus, Domine, aspirando præveni, et adjuvando prosequere, ut cuncta nostra oratio et operatio à te semper incipiat, et per te cœpta finiatur. Qui vivis et regnas in sæcula sæculorum. Amen. |
NI ho ped, hon Autrou, |