Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/618

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
598
Ofiç an Anaon.
da zerc’hell ferm ar meneziou eo ho flaç, ha da vrancellat ar mur bete ar gouelet, oc’h he lacat da ober un trous terrubl gant he vouagou. accinctus potentiâ : qui conturbas profundum maris, sonum fluctuum ejus.

Troublet oll vezo ar bobl, ha bete so-quen ar re a chom en pen pella eus ar bed a vezo spontet o velet ho purzudou ; mæs quement hoc’h eus a servijerien adalec sao heol bete cuz heol a vezo rejouisset gueneoc’h, va Doue.

Turbabuntur gentes, et timebunt qui habitant terminos à signis suis : exitus matutini et vesperè delectabis.

Bisitet hoc’h eus an douar, hac hoc’h eus hi mezvet gant ar glao ; en hevelep fæçon ma hoc’h eus hi rentet pinvidic bras.

Visitâsti terram, et inebriâsti eam : multiplicâsti locupletare eam.

Ho rivierou, va Doue, hoc’h eus carguet a zour : preparet hoc’h eus d’ho croadurien peadra d’ho mezur ; rac er fæçon ma hoc’h eus grêt ar breparation-se.

Flumen Dei repletum est aquis, parâsti cibum illorum : quoniam ità est præparatio ejus.

Continuit eta, va Doue, da c’hlibia ha da arrousi an douar ha da vultiplia quement a zio[a]no [1] ebarz ; gant he gliz e vezo rentet gaë, hac e roï laouen he frouez.

Rivos ejus inebria, multiplica genimina ejus : in stillicidiis ejus lætabitur germinans.

Evelse e vezo benniguet ar bloaz het a het gant ho liberalite, va Doue, hac e vezo carguet ho mesiou gant un abondanç vras a vadou.

Benedices coronæ anni benignitatis tuæ : et campi tui replebuntur urbertate.

An desertou hac ar franchisou memes a vezo rentet druz hac agreabl erguis-se, hac ar meneziou a vezo ive rejouisset, o

Pinguescent speciosa deserti : et exsultatione colles accingentur.

  1. Moullet : ziono.