Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/581

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
561
Gousperou an Anaon.

tevotion hac hoc’h, obligation, particulieramant en Oferen an Anaon, mar assistit enni.

Oræson evit hon Tadou, hac hor Mamou decedet.

MA Doue, c’houi pehini hoc’h eus gourc’hemennet deomp enori hon tad hac hor mam, plijet gueneoc’h dre ho trugarez infinit caout truez ous eneou va zad ha va mam : pardonit ho fec’hejou dezo, ha grit d’in ar c’hraç d’ho guelet unan an deiziou-ma er joa eus ar sclerijen eternel. Ar pez a c’houlennan ouzoc’h dre verit ho Map quer J. C. hon Autrou, etc.

DEus, qui nos patrem et matrem honorare præcepisti, miserere clementer animabus patris et matris meæ eorumque peccata dimitte, meque, eos in æternæ claritatis gaudio fac videre. per Christum , etc.

Oræson evit hor c’herent, hor mignonet hac hor mad-oberourien, pere a so eat a vuez ar bed-ma.

MA Doue, c’houi pehini a so liberal o pardoni, hac a gar silvidiguez an dud, ni a supli ho madelez infinit dre an intercession eus ar Verc’hes glorius Vari hac eus an oll Sænt, da receo er barticipation hac er jouissanç eus an eürusdet eternel hor breudeur hac hor c’boareset, hor c’herent hac hor mad-oberourien, ha quement ho deveus bet ur societe, ur vignonaij pe un union particulier bennac gueneomp, hac a so sortiet a vuez ar bed-ma. Ni her goulen ouzoc’h dre verit ho Map Jesus-Christ hon Autrou.

Evelse bezet grêt.

DEus, veniæ largitor et humanæ salutis amator, quæsumus clementiam tuam ut nostræ congregationis fratres, propinquos et benefactores, qui ex hoc sæculo transierunt, beatâ Mariâ semper Virgine intercedente, cum omnibus sanctis tuis, ad perpetuæ beatitudinis consortium pervenire concedas. Per Dominum, etc.

Oræson evit ur belec decedet pe veus a hini e lequeot an hano, mar er gousoc’h, en plaç an (N)

MA Doue, pehini hoc’h eus bet lequeet ho servijer (N.)

DEus, qui inter apostolicos sa-