tate gaudemus, ità piæ devotionis erudiamur affectu. Per Dominum nostrum Jesum-Christum. | eus a santes (N.), ma vezimp ive desquet dre an exempl anezi da gaout un devotion carantezus en hoc’h andret. Dre verit hon Autrou Jesus-Christ, etc. |
GOuel an Dedy eo an deiz ma vez bet dediet ha consacret un Ilis hennac da Zoue, evit servijout epquen d’he bidi ha d’he servija, evel maz eo an Dedy eus a Ilis sant Salver, pe veus a hini e reer ar gouel en navet devez eus ar mis Du, pe gouel an Dedy eus hoc’h Ilis Parres, mar de bet dediet.
Dre an Ilis pe an templ pe veus a hini ê solenniset an Dedy hac ar gonsecration, eo represantet ar Jerusalem celestiel, pehini eo an Ilis triomfant eus ar re eürus ebarz an eê, pere so evel quemenr a vein beo hac a servij da edifia an Ilis eus ar barados, hac ho deveus ranquet beza taillet ha policet er bed-ma dre naouspet seurt poaniou hac adversiteou, abarz beza bet diasezet ar vatimant celestiel-se. Chetu petra sinifi an hymn a so ama varlerc’h, hac a ro deoc’h da entent e renquit souffr ive abalamour da Zoue ar poaniou hac ar gontroliezou a erruo gueneoc’h, mar fell deoc’h beza unan eus a vemprou an Ilis triomfant er barados unan an deiziou-ma.
Evit gouel an Dedy eta e leverrot ar pevar salm guenta eus a C’bousperou ar Sul, hac evit pempet ar salm diveza eus a C’housperou ar Verc’hes, ha neuse e leverrot ar rest evel ma ê lequeet ama varlerc’h.
Capitulum.
VIdi civitatem sanctam, Jerusalem novam, descendentem de cœ- |
Chabistr bian.
GUelet em eus ar guer santel Jerusalem hac hi nevez flamm, o tisquenn eus an eê digant Doue, ha preparet evel ur |