Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/533

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
[5]13
Gousperou ar Sænteset.

Houma o caret hor Salver,
Hac o cassaat ar bed trompler,
E deus echuet an hent huel
Da vont d’ar vro celestiel.
Dre’r iun o veza castizet
He c’horf, hac o veza maguet
Dre an oræson he ene,
E deus bet joaüsdet an eê.
Jesus nerz an dud vertuzus ,
A ra hoc’h-unan traou burzudus,
Dre veritou ar santes-ma,
Clevit hor pedennou brema.
Enor ha gloar da Zoue an Tad
Ha couls da Jesus-Christ he Vap,
Gant ar Speret-Santel ive
Breman hac en eiernite.
Evelse bezet grêt.

V/. Pedit evidomp, santes (N.)

R/. Evit ma vezimp rentet dîn eus a bromessaou Jesus-Christ.

Hanvit ar santes en plaç an (N.) ato.

riâ ubiquè fulget inclyta.

Hæc Christi amore saucia, dùm mundi amorem noxium horrescit, ad cœlestia iter peregit arduum.

Carnem domans jejuniis, dulcique mentem pabulo orationis nutriens, cœli potitur gaudiis.

Rex Christe, virtus fortium, qui magna solus efficis ; hujus precatu, quæsumus, audi benignus supplices.

Deo Patri sit gloria, ejusque soli Filio, cum Spiritu Paracleto, et nunc et in perpetuum. Amen.

V/. Ora pro nobis, sancta (N.)

R/. Ut digni efficiamur promissionibus Christi.

D’ar Magnificat, Antifonen pe Veuleudi.

AR santes-ma e deveus bet digoret liberalamant he dorn da nep a ioa izomec, hac astennet he divrec’h d’ar paour, na n’e deveus quet debret he bara o feneanti.

MAnum suam aperuit inopi et palmas suas extendit ad pauperem, et panem otiosa non comedit.

Pedomp Doue.

PLijet gueneoc’h hon exauci, va Doue, c’houi pehini ê hor silvidiguez, evit d’ar fin, evel ma en em rejouissomp dre ar gouel

Oremus.

EXaudi nos, Deus salutaris noster, ut sicut de beatæ (N.) festivi-