taga hon affection diouz ar madou faus hac ar plijadurezou vean eus ar bed-ma, ha da staga hor c’halon ouz Doue, ha lacat enna hon oll fizianç. Leun int ivez a bedennou fervant evit touich calon Doue d’hor c’hemeret dindan he brotection a enep an oll adversourien eus hor silvidiguez, hac int c’hoaz leun a gonsolation evidomp, mar hon eus recours da Zoue a greis hor c’halon o lacat enna hon oll esperanç. Araoc ar salmou-ma eus a complidou, e roer ur guentel hac un avertissamant da veza vigilant da ziouall ouz an drouc speret pehini ne gousq morse-tour oc’h hon tenti nôz deiz, hac e rer ur gonfession spirituel ouz Doue hac ouz ar sænt, pere a bedomp da obteni deomp ar pardon eus ar pec’hejou hon eus grêt epad an deiz hac epad hor buez quercouls, evit ma e finissimp en stad vad ; hac e commancer da guenta da c’houlen ar venediction a Zoue hac un nosvez a beoc’h hac a repos gant ar finvez eürus-se er fæçon-ma.
V/. Jube, Domine, benedicere. R/. Noctem quie-tam et finem perfectum concedat nobis Dominus omnipotens. Amen. |
V/. Autrou Doue, plijet gueneoc’h rei deomp ho penediction. R/. Ra blijo gant an Autrou Doue oll-galloudec rei deomp un nosvez a beoc’h hac a repos, hac ur finvez eürus. Evelse bezet grêt. |
Capitulum.
FRatres, sobrii estote et vigilate, quia adversarius vester diabolus, tanquàm leo rugiens, circuit quærens quem devoret ; cui resistite fortes in fide ; Tu autem, Do- |
Quentel vian eus a S. Per.
VA breudeur ha va c’hoareset, bezit sobr hac eveziant d’en em ziouall ; abalamour ma ema hoc’h adversour an drouc speret o rodal endro deoc’h evel ul leoun ravissant o clasq ho tevori : resistit outan eta gant ur feiz gre ha ferm. Hoguen c’houi, va Doue, ho pêt truez ouzomp. |