Pere a vez lavaret ivez da bep seurt Goueliou epad ar bloaz.
CHetu ama ive Complidou pere a recit hor mam santel an Ilis en fin an devez, hac a so galvet complidou, abalamour ma’z int an accomplissamant hac ar fin eus he oll heuriou hac eus he ofiç divin epad an deiz. D’ar goueliou mirabl a erru er C’hoaraïs e vez canet complidou en plaç gousperou d’an abardaëz, abalamour ma vez lavaret gousperou epad an amser-se var ar sizun abarz lein, evit ar ræson pehini am eus discleriet diaraoc abarz gousperou ar Sul, hac el levr an Exercivou eus ar vuez christen, pehini a ve mad da gaout ive. Mar souhetit eta da lavaret ive complidou diouz-tu varlerc’h gousperou, evel ma ho pezo lavaret ar c’homsou diveza eus ar gonclusion diaraoc : Fidelium animæ per misericordiam Dei reguiescant in pace. Amen, e commançot complidou neuse-souden hep lavaret netra entreso.
Dre an ofiç a gomplidou ec’h ell beza represantet deomp an donediguez diveza eus a Jesus-Christ, pehini a erruo er gonsommation hac en accomplissamant eus an amser er fin ar bed, ar pez a ve mad da vedita o lavarer an ofiç-ma ; hac evel ma vez lavaret en fin an devez diouz an nôz abars ar c’housquet, pehini so un imaij eus ar maro, e deveus an Ilis choaset evit complidou ar salmou ar re gonvenapla hac ar re bropra da ober deomp laquat hon oll fizianç en Doue, o caout recours d’he drugarez infinit, pehini a guemer ur sourci admirabl eus ar re en em laca dindan he brotection betec ar maro, eleac’h ma hor bezo ar brassa izom eus ar fizianç-se ; hac evelse an tri salm quenta eus a gomplidou ho deus ur vertuz particulier da zis-