Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
Reglamant a vuez.

Evel o iun ar sadorn pe’r guener,
Da enori passion hor Salver.
En breuriez ar sacramant e ve
Profitabl d’hoc’h en em lacat ive :
Rentit dezâ bisitou en ilis,
Hac assistit da iaou er sacrifiç.
En breuriez an Itron Varia
Eus a merci, ar c’harme, ar rosera,
En em liquit, ha da sadorn ouspen,
En gloar dezi, clevit en oferen.
Me a ve avis d’hoc’h c’hoas d’en em lacât
Er vreuriez santel eus an Æl-mad,
O rei dezan bep sizun ha bemdez,
Ur merq bennac eveus ho carantez.
Mar d’ê possubl, en hoc’h ilis bepret
Sul ha gouel bers it d’an oferen-bret,
D’ar gousperou ha d’an instruction,
Gant modesti ha gant devotion.
Hac en quen cas ma veac’h en ur goall stad
Grit neuse c’hoas ur gonfession vad,
Hep coll james ar fizianç en Doue,
Na quen nebeut he zoujanç couscoude.
Goude’r servij en em antretenot
En lecturiou ha cantico devot,
Ha canit-hi voar ho labour bemdes
Da veuli Doue, och imita an Elez.
Lies-a-veich, bep mis da viana,
It da gofes ha da gommunia ;
Ispicial pa vez induljançou,
Tostaït devot ous ar sacramanchou.
Mæs ret ê d’hoch choas ur c’honfessour mad,
Ha na zeut quet hep ræson d’he guitaat ;
Discleriit franc dezan ho consianç
Evel da Zoue gant feiz ha gant fizianç.
Grit ur revu bep bloaz, pe bep c’huec’h mis,
Na veac’h manquet o coles en nep guis;
Hac evit-se beza guell preparet,
It, mar guillit, da ober ur retret.