Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
Reglamant a vuez.

Neuse grit ferm ar resolution
Da drouc’ha crenn bep goall occasion,
Ha da drec’hi ho coall habitudou,
Evit pelloc’h pratica ar vertuziou.
Ha mar d’oc’h mestr pe vestres en ho ti,
Sellit ouspen ar voyen d’he regli,
Ma raï ho tud bemdez ar pedennou,
Nôz ha mintin, ha goude ar prejou.
Ma frecantint ar sacramanchon [sic] dîn,
Ma assistint en oll servij divin,
Er sarmoniou hac er catechismou,
Sul ha goêl-bers hep ober labourou.
Na list nicun anezo da vezvi,
Da zroucpresec, da douet, da vlasfemi,
Da henti’n danç, na d’ober gestou sot,
Rac evit ho da Zoue e respontot.
C’houi, bugale, ha c’houi servijerien,
Douguit resped d’ho tud hivisiquen ;
Sentit outho bepret en peb fæçon
Hervez Doue hac hervez ar ræson.
D’ar fin e reot ar resolution,
Hervez ho stad hac ho condition,
Da ramplissa ho carg hac ho tever
Gant ar sicour eus a c’hraç hor Salver.
Pa chomot clan, dreist peb seurt remejou,
Ho pet recours d’hoc’h oll sacramanchou,
Evit neuse, mar deu Doue d’ho quervel,
Ma viot prest ha contant da vervel.
Er fæçon-mâ mar reglit ho puez,
Doue ouzoc’h a sello a druez,
Hac a roï d’hoc’h ar peoc’h spirituel,
O c’hortos rei ar repos eternel.
Amen.

Quicumque hanc regulam secuti fuerint, pax super illos et misericordia. Ad Galat. I.