Mont d’an endalc’had

Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
Reglamant a vuez.

Ha sin ar groas gantan grit goude-se,
Ha livirit ar Maria Mater
Na allo netra Satan en ho quever.
Ma na gousquit, sonjit er bassion,
Pe livirit un dra a zevotion,
Pe gontemplit poaniou ar purcator
Ha re’n ifern gant spont na gant horror.
Ma rencac’h chom ato en ho quele,
Sonjit pe seurt enouamant ho pe;
Hoguen penaus en ur guele a dân
Cbom da zevi hep james reposan ?
Evit cousquet etre divrec’h Jesus
Leverrot neuse an In manus,
Pehini oue an diveza peden
A reas Jesus er groas abars tremen.




reglamant a vuez evit ar sizun, ar mis.
Ar bloaz hac an oll amser : var ar memes ton.

GRit bep sizun œuvrou a trugarez,
Mén devezo Doue ouzoc’h truez,
Ha sicourit abalamour deza
En peb izom, mar guillit, ho nessa.
Da zeiz ar varne devo gant Jesus
Ar c’houvi-ma nep so trugarezos :
Deut guenê-me, tud benniguet d’am Zad,
D’ar barados evit hoc’h œuvrou mad.
D’an dud ingrat ec’h adresso neuse
Ur setanç trist ar barner terrubl-se ;
En em gacit diouzin, tud milliguet,
Hac it en tân d’an diaoul preparet.
Da justiç Doue evit satisfia
E tleit bemdes en em vonifia,
Ispicial er guelet, er c’hlevet,
En teod, er gout hac ivez er c’housquet.
Da viana bep sizun e ve mad
E praticac’h ur binijen bennac,